Glad naturel
Gwelioù estlammus war ar mor, baeoù m’emaoc’h evel er gêr etre gwantennoù degemerus, lanneier strobinellus a-us ar c’harzhaoueg, tevennoù ec’hon o linennoù hoalus… Cheñch a ra an natur e pep korn-tro. Ur blezhenn a ra-hi gant an douar hag ar mor, an tachennoù gwerc’h hag obererezhioù mab-den, an didermen hag an douster. Ene Breizh a weler en traoù disheñvel-se. Ar binvidigezh-se, a vag ar faltazi ha startijenn ar vro, a...
Gwelioù estlammus war ar mor, baeoù m’emaoc’h evel er gêr etre gwantennoù degemerus, lanneier strobinellus a-us ar c’harzhaoueg, tevennoù ec’hon o linennoù hoalus… Cheñch a ra an natur e pep korn-tro.   Ur blezhenn a ra-hi gant an douar hag ar mor, an tachennoù gwerc’h hag obererezhioù mab-den, an didermen hag an douster. Ene Breizh a weler en traoù disheñvel-se. Ar binvidigezh-se, a vag ar faltazi ha startijenn ar vro, a vez gwarezet evel un dra brizius.
-
Dremmvroioù
Dalc’hmat e kemm doare ar vro. Souezhus eo-eñ, pa bebeil an douster, ar gred, an nerzh hag ar vreskted. War an aod e lez an tornaodoù gouez o flas da grommennoù rontaet an tevennoù. Pa stou al lanneg romantel war-du an traoñiennoù e teu da vezañ gwriet gant kleuzioù. C’hoant a c’hallje kaout an den da zispartiañ an arvor diouzh an argoad. Aner eo, ken mesket eo an douar hag ar mor er baeoù hag en aberioù.
-
Loened ha plant
Eno e vleugn liesseurted ar vuhez, ur souezh. Gant an dremmvroioù diseurt, hentoù al loened tremeniat a dremen dre eno, douster ar mikrohinadoù, ez eus bet gallet reiñ bod da spesadoù liesseurt, war an douar, er mor hag en aer. Darn anezho ne c’haller ket soñjal enno anez soñjal er rannvro. Bleuniañ a ra al lann hag ar balan e pep lec’h el lanneier. Nijal a ra ar gouelaniged hag ar gouelini a-us an delfined, ha trouzal en tornaodoù livet a blant rouez.
-
Kanolioù ha stêrioù
E pep lec’h emañ an dour, e-kreiz an douaroù zoken. 30 000 km a stêrioù, o teverañ eus an Argoad, a vale etre ar gwantennoù hag ar c’hildroennoù. Ral eo d’ar stêrioù-se bezañ hiroc’h eget 100 km, ha mont a reont buan da gaout ar mor. Pa gejont gant ar mareoù e teuont da vezañ richerioù sebezus, aberioù arc’hantet. Pa vezont doñvaet e teu ar stêrioù da vezañ kanolioù, digor d’ar pourmenadennoù war an dour ha da ziduamantoù a bep seurt d’ober en aer vras.
-
Parkoù natur
E penn a-raok an diorren padus emañ ar parkoù natur. Gwareziñ pe assevel a reont ar c’hempouez etre ar vevliesseurted prizius hag obererezhioù mab-den. Livenn-gein Penn-ar-Bed eo park Arvorig, ha diskouez a ra pegen pinvidik eo glad ar vro. Park ar Briver, dre dalvoudekaat obererezhioù, en deus roet startijenn d’ar geunioù en-dro. Ar bidoc’hig, park-mor an Hirwazh, a warez e deñzorioù en ur lakaat ar pesketaerezh da emdreiñ
-
Gwarezvaoù
Kentañ rannvro Frañs eo Breizh evit a sell an niver a dakadoù gwarezet. Ouzhpenn ar gwarezvaoù natur, un hanter-kant lec’hienn Natura 2000 bennak, en aod dreist-holl, ez eus en tu-hont da 320 lec’hienn rummet, disteroc’h o ment. En tachennadoù paot-se ez eus lec’hioù brudet er bed a-bezh, evel Bae Menez Mikael, beg ar Raz pe lec’hioù kurius evit gwir, evel erv an Talberzh.

RSS


