Josilin
Ur pezh kastell hag un delwenn vurzhudus
Disteuler a ra an Oud skeudenn melloù tourioù ar c'hastell. D'ar familh Roc'han eo, unan eus familhoù koshañ Breizh. Deuet eo da vezañ arouez ar gêr vrav-se. Ezhomm ho po ur penn-devezh evit bale e straedigoù kaer ar gêr vihan-se neuziet-kaer hag evit mont da welet he fenniliz.
Un ehan a bouez, war ribl an Oud, eo Josilin pa vezer war hent an Duged. Liammet eo da vat istor ar gêr gant istor he c'hastell a zo a-us dezhi. Savet eo diouzh ar stumm gotek flammheñvel. Ur skouer dedennus-tre eus an doare a oa da sevel tiez da vare ar Grennamzer hag an Azginivelezh. Savet e oa bet e penn-kentañ an 11vet kantved ha hiziv an deiz ez eo ar familh Roc'han, a zo diskennidi eus ar re o doa lakaet sevel anezhañ, zo o chom ennañ bepred. Kemerit amzer da vont da vale el liorzhoù. Krouet e oant bet gant Achille Duchesne, ur gweledvaour hag en doa labouret e Vaux-le-Vicomte ivez.
Ur fabourz eus ar Grennamzer
Ken kozh hag ar c'hastell eo Karter ar Groez Santel, bet renevezet evel zo dleet e 2006. Savet e oa bet en-dro d'ar chapel vrav, anvet Sainte-Croix ivez. Eno e kaver un toullad tiez kaer o frammoù koad. Eus 1538 eo an hini koshañ anezho
A-hed an Oud
Loc'hit eus an ti-skluz evit gweladenniñ ar c'hornad a-hed an Oud. Plijet-kaer e viot gant troiad Traonienn an Oud, balizennet e melen. Ezhomm ho po war-dro teir eur war-droad evit ober 12 kilometr ar valeadenn e-mesk ar glasvez, an ilizoù gotek hag an tiez kozh. Gallout a reer ober an droiad-se war varc'h-houarn ivez.
Daoust ha gouzout a raec'h ?
Un delwenn vurzhudus
Hervez an hengoun e vije bet kavet e-barzh ur c'hoad-med, gant ur peizant eus an 9vet kantved, un delwenn eus ar Werc'hez he dije addegaset ar gweled d'e verc'h a oa dall. Buan a-walc'h e teuas ar santual a voe savet da zegas da soñj eus ar burzhud, da lavaret eo ar benniliz Itron-Varia an Drein e Josilin, da vezañ ul lec'h pirc'hirinañ evit an dud klañv. Distrujet e voe delwenn ar Werc'hez e-kerzh an Dispac'h. Graet ez eus bet unan all abaoe da lakaat en he flas.
Liens utiles


RSS


