Marc’h-houarn & MTB
Gant he hentoù MTB, he hentoù glas hag he Vélo Promenades ®, ez eo Breizh ul lec’h eus ar c’hentañ evit mont war varc’h-houarn.
Brudet eo Breizh e bed ar marc’hhouarnerezh. N’eus ket ezhomm da wiskañ ur c’hrez reder evit tañva plijadurioù ar gazeg-dir avat.
Ober ho mad eus an aer yac’h a c’hallot ober war ar belohentoù pe an hentoù glas pe mont war ho koar war ar les Vélo Promenades ®. O flas o deus ivez ar re zo tik gant an MTB, evel-just. Un afer a c’hoant eo an touristerezh war varc’h-houarn da gentañ-holl.
Ar belohentoù hag an hent glas
Gouzout hiroc’h diwar-benn ar belohentoù hag an hentoù glas
Ar Vélo Promenades ®
Ar Vélo Promenades ® zo anezho troiadoù pourmen war varc’h-houarn n’int ket re hir ha hep nemeur a gemmoù-live. Dispar int evit ar familhoù. Reiñ a reont an tu d’ober anaoudegezh gant ar glad lec’hel.
Gant an hentoù kumunel bihan hag an hentoù nebeut a dremeniri warno ez eont. Bewech m’eo posupl e reont o hent war hentadoù hep kirri-tan ha miret d’an dremeniri hep keflusker. E pep kroashent e tiskouez sklaer ar balizennadur gant peseurt hent mont, hep kaout aon d’en em goll. Evel-just e rank pep hini doujañ ar reolennoù diwall diazez evit ma vo an holl e surentez.
Gant ar servijoù nes a gaver stank-ha-stank e vez aes ober un ehan a-raok mont en-dro war varc’h-houarn.
Ur merk marilhet gant ar FFCT ez eo Vélo Promenades ® .
Gouzout hiroc’h e lec’hienn www.randobreizh.com
An takadoù MTB
Lec’hiadoù labelaet eo an takadoù MTB ma kavot hentadoù diouzh an holl liveoù (deraouidi, mailhed, familh, hinienn ha kement zo). Er pevar departamant e kaver anezho ha kinnig a reont meur a servij (porzhioù gwalc’hiñ, lec’hioù feurmiñ ha ratreañ, troioù-bale aozet, ambrougerien diplomet, herberc’hiañ, predañ…)
Gouzout hiroc’h e lec’hienn www.randobreizh.com

RSS


