An darvoudoù bras
Adkavit hon dibab abadennoù meur eo arabat c’hwitañ anezho !
-
Maraton Menez-Mikael-ar-Mor
Dont a ra bep bloaz 5 000 a rederien, a anavezer mat dre o stumm da c'haolgammañ, war linenn an aplud evit Maraton Menez-Mikael-ar-Mor. A-benn d'an eur, pe d'ar mor pa lavarer gwelloc'h. Pa vezont o redek n'o dez ket kalz amzer da sellet ouzh kaerder al lec'h a zo lakaet e-touez glad bedel Mab-den.
-
Troveni Lokorn
An abadenn-mañ zo un tamm evel ur steredenn-lostek hag a vefe an dud o c'hortoz anezhi da dremen. Bep c'hwec'h vloaz e c'hoarvez un darvoud hep e bar e parrez Lokorn : gant an Dromeni Vras, anezhi ul lid relijiel, e vezer kaset pell-pell en amzer dremenet, d'ur mare ma oa an drouized hollc'halloudus o ren.
-
Art rock
Abaoe 1979 e vez lakaet, gant ar festival Art rock, an doareoù arz da gejañ an eil gant egile, en ur zegas brud war Sant-Brieg e-pad dibenn-sizhun ar Pantekost. Pop music hag arz a vremañ, sirk ha video… Setu ar pezh a gaver e-barzh ur sekred-kegin na vez ket diskuliet da forzh piv !
-
Beajourien Souezhus
20 vloaz zo e kustum « bugale vihan Stevenson ha Conrad » en em gavout asambles ouzh troad mogerioù-kreñv Sant-Maloù. Pedet e vezomp bep bloaz e miz Mae, gant ar festival Beajourien Souezhus, da vevañ ur pezh avantur lennegel da-heul froudennoù ar skrivagnerien
-
Abadennoù ar serr-noz
N’eus ket par d’ar festival Abadennoù ar Serr-noz, e lec’h all ebet ne vez kinniget ur bennoberenn vras en opera war un dro gant un oberenn vihan da goulz merenn vihan, na lakaet janglerezh da-heul sonerezh. Amañ e kont an doare kement hag an danvez, ha ne vez ket gwelet danvez tud dizoare evit kelo-se.
-
An Erer Kozh
Daoust ma cheñch programm an Erer Kozh a vloaz da vloaz, e chom ar festival gant ar memes spered 18 vloaz zo, ur spered diazezet war al liesseurted hag un aergelc'h plijus etre mignoned, war arzourien brudet-kaer ha re all a vo brudet hepdale. Pemp leurenn, 80 arzour, 230 000 arvester... N'oc'h ket evit tremen hebiou an darvoud pouezus-se !
-
Jazz e Gwened
E Gwened n'eus ket kaz na dislavar etre jazz ha java. Ar pezh a weler splann gant ar festival a zegas swing, lusk ha begon e kêr 30 vloaz zo. Bev-birvidik an traoù eno ha pa vefed skuizh-marv...
-
Gouelioù Kerne
E 1923, pa oa Raymond Poincaré prezidant ar C'huzul, edo ar festival o kregiñ ganti. Gouestlet eo Gouelioù Kerne da sevenadur Breizh, pinvidik ha liesseurt.
-
Aber
Kinnig a ra ar gouel daouvloaziek Aber splujañ en arz a vremañ dre ur valeadenn digustum, 60 km a-hed al liger etre Naoned ha Sant-Nazer. An ijin eo spered diazez ar festival-mañ.
-
Astropolis
Bep bloaz, bremañ ez eus pemzek vloaz zo, e vez un asez dispac'h kostez Brest : eno e vez bodet ar pep gwellañ eus ar sonerezh tekno da-geñver Astropolis, ur festival lusk an diaoul gantañ ! N'eo ket diskiblien al luskad a reer The second summer of love anezhañ evit c'hwitañ an emgav-se.
-
An Arz er Chapelioù
Bep bloaz en em laka an arz a vremañ da gejañ gant ar glad relijiel en un doare dibar. An Arz er chapelioù : traoù nevez en nevoù, a c’hallit krediñ.
-
Gouelioù etrekeltiek an Oriant
Ouzhpenn 650 000 a dud a zeu bep bloaz da-heul an Oriant express. N'eus muntr luziet ebet da ziskoulmañ amañ, nemet selaou ar pep gwellañ eus ar sonerezh keltiek.
-
Festival Penn pellañ ar bed
Ur melting pot, ur pod kejaj, pe e vefed paotr pe blac'h. Splann eo d'an holl : diazezet eo festival Kraozon war an eskemm. Ha pa vefe aozet e penn pellañ ar bed emañ e brogrammadur el lec'h kreiz ma teu an holl seurtoù sonerezh da gejañ an eil gant egile. Ur c'hinnig a-feson neuze evit tremen un dibenn-sizhun digor war ar bed.
-
Festival ar C'hanaouennoù Martoloded
E Pempoull, bep daou vloaz, e vez birvilh ha plijadur leizh ar c'haeoù gant ur 100 000 a arvesterien. Gant ar festival-mañ, troet war ar sonerezh hag ar mor, e vez pep a flammenn o lugerniñ en holl borzhioù ar bed. Un digarez a-feson deoc'h da vezañ evel ur pesk en dour.
-
Hent ar rock
Anat eo d'an holl bremañ : bep bloaz e miz Eost e weler ur c'hasedig e doare penn un den marv, daou askorn dindanañ evel banniel ar vorlaeron, o plavañ a-us Sant-Maloù. Kemenn a ra deomp eo distro Hent ar Rock, ur festival gouestlet penn-da-benn d'ar sonerezhioù brit-pop ha rock breizhveuriat. Ha pennoù plijadur e-leizh enno a vez gant ar 15 000 arvester pa vezont o tistreiñ d'ar gêr…
-
Festival ar filmoù eus Breizh-Veur
Gant piv ez ay an Hitchcock aour ? Bep bloaz e vez dalc'het arvesterien Dinarzh e-pign e-pad ur reuziad diziwezh gant ar memes goulenn. Peogwir emañ Kezar gant pennoù-bras ar gêr-benn ez eo Alfred a zo bet lakaet da arouez an emgav evit ar re a blij dezho gwelet filmoù c'hoariet e yezh William.
-
Kae ar Lagadennoù
Dibenn-sizhun diwezhañ miz Here, setu ur garrezenn leun-mat e-barzh deiziataer sevenadurel Breizh, hag un digarez da 400 aozer BT d’en em gavout da-geñver ar festival Kae al Lagadennoù. Ober ar plankenn e Sant-Maloù, n’eus ket peadra da vezañ estonet.
-
Leurennañ
N’en deus bet ezhomm ar festival Leurennañ nemet un toullad bloavezhioù evit dont da vezañ al lec’h ma rank ar grouerien war dachenn ar c’hoariva hag an dañs tremen a-raok mont da festival Avignon. Ur festival er penn a-raok ha ne laka ket an arvesterien da vont a-raok !
-
Brest 2012
Ha krediñ a rit e c’haller ober tro ar bed dindan 7 devezh gant ur vag dre lien ? Emgav a vez roet bep pevar bloaz d’ur milion bennak a vizitourien evit ur veaj dispar en istor ar mor gant ouzhpenn 2 500 bag deuet eus ar pevar avel.
-
Atalieroù Roazhon
Abaoe 2008 e vez graet gant diskouezadeg daouvloaziek an arz a vremañ, Atalieroù Roazhon, kement a ranker ober evit diskouez d'ar muiañ a dud un danvez arzel a vez kontet da diaes da intent ha graet evit an dud desket hepken. E Kouent ar Jakobined, en aveadurioù sevenadurel pe el lec'hioù foran, eo digor an arz a vremañ d'an holl.
-
Gouel ar Ramparzhioù
Daoust m'eo gouestlet ar gouel-mañ d'ar Grennamzer ez eo digor d'an holl memes tra. Ar re vihan koulz hag ar re vras a gav o flas er c'hoari roll drol-se bet ijinet e 1983. N'emañ ket an darvoud pouezus-se evit kêr ar Gwesklin war-nes ober e dalaroù.
-
Spi Ouest France
Bep bloaz da vare Pask, da-geñver Spi Ouest France, e teu ar bigi dre lien war o c’hiz war un dro gant kleier Roma. Ur gwir oferenn vras eta evit ar re a blij ar regataoù bigi dezhe.

RSS


