Kae ar Lagadennoù

E bed ar bt

Foto 1 Kae ar Lagadennoù Foto 2 Kae ar Lagadennoù Foto 3 Kae ar Lagadennoù Foto 4 Kae ar Lagadennoù Foto 5 Kae ar Lagadennoù

Dibenn-sizhun diwezhañ miz Here, setu ur garrezenn leun-mat e-barzh deiziataer sevenadurel Breizh, hag un digarez da 400 aozer BT d’en em gavout da-geñver ar festival Kae al Lagadennoù. Ober ar plankenn e Sant-Maloù, n’eus ket peadra da vezañ estonet.

Evel-just emañ festival Angoulême o ren e-barzh bed ar BT. Un tu bennak en Arvorig avat e chom ur gêriadenn enni Bretoned da zelc’her penn bepred. Adalek an deroù emañ Jean-Claude Fournier, Alain Goutal, Joub, Nicoby hag o c’henseurted e penn ar festival-se. Da gentañ ez ae ar festival BT ha Beajourien Souezhus d’ober ur festival hepken met abaoe 1992 int bet dispartiet. Evit ar « pennoù-karn Â» a vez azezet e penn pellañ ar c’hlas, oc’h ober tresadennoù war bord o c’haier, eo bet krouet eno priz ar Boned Azen, a vez roet d’un treser evit e oberenn en he fezh. Unan eus an tri friz a vez roet e Kae ar Lagadennoù eo, gant priz ar Robert Bihan evit ar senarier gwellañ hag ar Volotenn Ruz evit un treser yaouank danvez a-leizh ennañ. Gant ur c’hant stand hag un daou c’hant aozer bennak e talc’h mat festival Sant-Maloù d’e eil plas war-lerc’h hini Angoulême.
 

Evit gouzout hiroc’h : http://www.quaidesbulles.com